Nep a zo intereset gant Menez-Mickael ar Mor a c’hello kavout e walc’h war internet hiviziken kar lakaet eo bet archivoù ar Menez en-linenn. 5000 pajenn a zo bet niverelaet betek-henn ha n’eo ket echu : marilh ar boblañs evel just met ivez divizoù ar c’huzul-kêr (kar ur gumun eo Menez-Mikael), istor ar prizon (kar ur prizon a zo bet war ar Menez e-pad pell, tud eus Breizh a veze kaset du-hont da skouer), ar c’hoñversoù, ar c’hadastr, …
Ur gumun eo Menez-Mikael. E 2024, ez-ofisiel, e oa 25 den o chom enni. Met gwechall, a-raok ma vefe ur seurt lunapark gant stalioù nevezioù nemetken, e oa ur gwir vuhez er Mont. Ur skol a zo bet betek 1972 da skouer, pezh a dalv e oa familhoù o chom e tiez ar Mont. Er bloavezioù 50 e oa c’hoazh 28/30 skoliad er skol-mañ.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Menez-Mikael ar mor : an archivoù en-linenn ! (pas fini)”
L’aboutissement logique du sur-tourisme. Que cela serve de leçon à qui voudra bien les prendre !
Disoc’h reizhel an dreist-touristerezh. Ra servijo kement-mañ da gentel d’an neb a fell dezhañ kemer anezho !