Emañ ospital Alphonse Guérin eus Ploermael e bec’h er mare-mañ. An Trummadoù ha servij ar Prederioù Kritikel a zo e kreiz ar gorventenn. Perak kement a dud o c’houlenn bezañ prederiet ? Abalamour d’an epidemiezh a c’hrip dreist-holl. Ur bern tud kozh a zo klañv er mare-mañ e Breizh hag e Bro-C’hall. Abalamour d’al lanvad a dud zo bet lakaet ar « Steuñv Gwenn » e pleustr gant an ospital. Gant ar steuñv-se e vo moaien dezhañ gervel muioc’h a dud, ar re o vakañsiñ pe o ehanañ da skouer, da zont da labourat. A zo gwasoc’h : operatadennoù zo a dleo bezañ daleet, amzer d’an ospital bezañ lakaet war e reizh en-dro.
E ospital Gwened e vefe stenn an traoù ivez.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine