Kreiz Breizh : ur vro divrezhonet

E Kreiz Breizh ez eus ur yezh pe ziv, pe deir o kemer plas ar brezhoneg (hag ar gallaoueg e reter Kreiz Breizh) er gevredigezh : ar roumaneg an hini eo. Mui ar mahoreg hag ar rromani e lec’hioù zo. E miz genver hor boa embannet ur pennad a-zivout ur skeudennaoueg teiryezhek mahoreg-komorieg/roumaneg-rromani embannet gant CIAS Bro-Lozaog. Kar, hiviziken, eo kentoc’h rromani pe romaneg a vez klevet e straedoù kêrioù zo ha n’eo ket brezhoneg. E Lozaog zo bet brasaet an ispisiri rouman betek deuet da vezañ an hini brasañ eus Breizh. E Pondi ez eus unan divent ivez. E Lambal, Koadlinez, Brieg, Skaer, Ploervaeg, Karaez ha betek e Lannarstêr pe Montroulez ez eus bet ez eus bet seurt kenwerzhioù. Hag ispisirioù breizhad a zo er c’hêrioù bihan eus Roumania ?

E Lozaog ez eus unan eus an tiez-boser hallal brasañ eus Breizh ivez. Ha chom a ra boserien « mod kozh » e kêr ? N’ouzon ket.

Ha bremañ e weler panelloù skrivet e roumaneg e stalioù dalc’het gant Breizhiz ! Mare zo bet e oa panelloù e saozneg e stalioù zo eus Bro-Dreger (ha chom a ra e lec’hioù zo) hogen hiviziken eo panelloù e roumaneg a vez gwelet. Pegoulz e vo staliet reoù e komorieg ?

Memestra evit ar skipailhoù fobal. E La Chèze (Ar Gez ? Ar C’hez ?), e-kichen Lozaog, da skouer zo bet savet ur skipailh maoran. Skipailh ar gumun eo bremañ !

Skipailhoù a-seurt se a zo un tamm e pep lec’h e Breizh : e Gwengamp, Sant-Brieg, Brest, Roazhon, Gwengamp, … Met er c’hêrioù-se eo UR skipailh e-touez reoù all tra m’eo ar skipailh nemetañ e La Chèze !

Emaomp  o koll hor bro lennerien gaer. D’an daoulamm ruz ‘m eus aon.

Illustration : wikipedia (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Kreiz Breizh : ur vro divrezhonet”

  1. Hervé Brétuny dit :

    setu al lezenn ar c’hinnig hag ar goulenn hag ivez heuliad hon dizalc’hiezh hollek diouzh Pariz…m’eus sonj …n’eo ket an dud-se (Roumaned, Mahoried) da damall, kentoc’h kouezhadenn hollek ar Vretoned eo a zo da damall

  2. namaste dit :

    ar Vretoned o bonedoù ruz zo bet o kousket?
    pelec’h emañ ar maouezed o reiñ lañs d’an emsavadeg (ar sardinetaerezed)
    Peogwir ne fiñv ket an dud… n’eo ket kalon (ne dalvez ket lavaret ya)

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky