Tomm eo bet ar fiskoan e Lannuon ar bloaz-mañ !
D’an nozvezh etre an 31 hag ar c’hentañ a viz genver zo bet lakaet tan e 12 karr-tan e « kartchierioù » Kêr-Uhel ha hini Ar Sante-Les Fontaines. Daou garter « poblek » eo ar c’harterioù-mañ a lavar an tu-kleiz, « kartchieroù aloubet » a lavar an tu-dehou.
Tennoù mortezioù ha petaroù a zo bet klevet ha dao, partiet an tan e kirri-tan a oa parket dirak ar savadurioù.
D’an nozvezh etre an 2 hag an 3 e oa aet da ludu daou garr-tan e Kêr-Uhel dija.
Ur maer PS, Paul Le Bihan, a zo e penn Lannuon. Er votadegoù Europa, listenn Raphaël Gluksmann an hini eo en deus bet ar maout gant 24,62% (Jordan Bardella en eil plas gant 18,60%). Er votadegoù kannad eo Marielle Lemaître (NFP) a zo arruet er plas kentañ (en dro 1añ) gant 40,28% eus ar mouezioù.
Arabat leñvañ tudoù !
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Lannuon : 12 karr-tan devet evit ar fiskoan !”
… d’ober ur pikol krazerezh silzig moarvat … pe mergez ?