Trigneg (44) : Just a-raok Nedeleg ez a ar Jispsian da laerañ un ti !

D’ar 24 a viz kerzu e voe souezhet ur c’houplad eus Trigneg, e-kichen Sant-Nazer, o welet daou zen en o veranda. O tont en-dro eus kreiz-kêr e oant, m’o doa graet o frenadennoù Nedeleg, hag setu ar pezh o deus gwelet just a-raok an nozvezh sakr !

O klask terriñ an nor gant taolioù-troad e oa an daou zen ! Diouzhtu-kaer e klaskas perc’henn an ti tapout krog enno gant sikour un amezeg. Met dont a reas a-benn an daou lampon da dec’huit kuit en ur c’harr-tan : ur Renault Vel Satis. A-raok ez afe kuit e teuas a-benn ar vaouez d’ober ur foto eus plakenn-varilh an oto.

Pa voe galvet archerien Mouster-al-Loc’h gant ar c’houplad ne voent ket seizhdaleet o kavout da biv e oa ar c’harr-tan : daou vreur, daou jipsian o vevañ en ur c’hamp eus Trigneg. Pa voent serret e voe kavet ostilhoù laerañ en o oto, ar Vel Satis, hag anzavet e voe an taol gant unan anezho, ur paotr a 19 vloaz. O klask arc’hant e oa, evit prenañ e brofoù Nedeleg !

Gwenn eo e roll lez-varn. C’hoant en deus mont da souder. Anzavet en deus hag en em zigarezet en deus.

Kondaonet eo bet da 8 mizvezh toull-bac’h gant goursez.

Na kriz eo justis Bro-C’hall gant ar fellerion !

Illustration : Wikipedia
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Trigneg (44) : daou familh a dermajied oc’h en em gannañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Saint-Nazer : kammoberioù, mestaolioù, torfedoù evit daou estrañjour

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky