Glenmor, Stivell, Servat, Denez ha bremañ ? [L’Agora]

Ur seurt snobism a zo evit paotred ha plac’hed ar muzik : an « albomoù kentañ ». Pa vez anv eus ur strollad pe ur c’haner bennak, « snobourien » ar muzik a lavaro atav : « Ya, plij a ra din ar pezh en deus graet hemañ met e albomoù kentañ nemetken ».

Setu, hiziv em eus c’hoant bezañ snob me ivez.

E 1972 pa voe kannet ha sonnet gant Alan Stivell en Olympia evit ur Musicorama evel ar re all e voe ur reveulzi. Un taol-dispac’h. Ur reveulzi e Breizh ma komprenas ar Vretoned o doa ur glad muzikel divent hag e c’hellent seniñ « mod nevez ».

Goude taol 1972 hag un nebeut albomoù war-lerc’h, petra voe graet gant Alan Stivell ? Splujañ a reas e-barzh poull ar « World Muzik » hag e sonnas c’hoazh hag adarre, sonadeg goude sonadeg, e « standarioù » kozh. E 1972 e voe ur reveulzi met kerkent ha 1980 e voe echu ganti.

Gallout a rafe lavar ar memes tra evit Gilles Servat. Anavezet eo evit e « vBlanche Hermine », ur gannaouenn « kult » hag a voe kanet a-bouez penn gant rummadoù a vroadelourien. Kanet en deus evit ar vicherourien ivez. Met petra en deus graet goude-se ? Kanañ ar Blanche Hermine c’hoazh hag adarre war holl leurennoù ar bed…

Ne voe ket disheñvel gant Glenmor. Gantañ e oa bet skrivet e benn-oberenn : Kan Bale an ARB, ur ganaouenn kult ma’z eus unan. Met war-lerc’h ?

Er bloavezhioù 90 zo bet gwerzioù pladenn gentañ Denez Prigent pe « L’héritage des Celtes » gant Dan Ar Braz hag a lakaas an enor glad sevenadurel ar Gelted. Met buan-tre e voe « lonket » Denez gant ar muzik eletronek divlaz ha ne voe ket graet berzh ken gant Dan ar Braz. EV a zo bet ivez ha plijus ha leun a nerzh e oa o muzik met n’eus ket mui anezho bremañ.

E bed ar festoù-noz zo bet strolladoù meur : Ar re Yaouank ha bremañ Plantec pe Fleuves met ne vez ket kanet ganto, sonnet nemetken.

Geo, bez zo bet ar « Ramoneurs de Menhir » ivez. Met koshaet o deus. Feiz d’am « rangeos » ! Ha petra dalv kanañ « if the kids ar united » pa vezer tad kozh meur a wech evel Loran bremañ ? E 2017 e c’halvas hemañ da votiñ evit Emmanuel Macron, kuit ma vefe dilennet Marine Le Pen. An deiz-mañ e varvas ar spered Punk. Na drist eo ! Debret eo bet ar bPunked gant ar gaochism int ivez…

Meur a ganer pe kanerez a zo bremañ e Breizh. Lod a zo barrek zoken. Met ne vez ket graet berzh gant hini ebet. Perak ? Peogwir n’int ket ken « dispac’hel » ha Stivell e 1972. Peogwir int holl c’haochisted. Peogwir n’o deus ket kavet o erv dezho da doullañ.

Abaoe bloavezhioù e kaver hir an amzer er bed ar brezhoneg. Re zivlaz. Re ensavadurel. Re dorr-penn. Re « gonsañsuel ». Re woke. Re !

E-lec’h klask pismigat war « plas ar merc’hed » er muzik Breizh marteze e vefe gwelloc’h d’an arzourien a gan e brezhoneg klask entaniñ ar Vretoned en-dro gant traoù nevez, ur spered nevez hag a drofe da vat gant spered flaerius an amzer vremañ. Aï’ta ! Poent eo kaout un tamm kouraj ha nerzh !

Erwan Ar Soner

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Glenmor, Stivell, Servat, Denez ha bremañ ? [L’Agora]”

  1. T. Gwilhmod dit :

    Penaos e teufe traoù nevez p’eamomp soubet e memes lagenn woke ar C’hallaoued. Ret eo deomp kinnig ur raktres kevredigezhel all, na vefe ket na woke na gaochist, a adskoulmfe gant gwrizioù ar vro. Hini ar gristenïezh an hini eo.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Politique

Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky