Da geñver fin ar bloaz zo bet embannet gant Mediabask ur rentañ-kont diwar-benn ar votadegoù a zo bet e Bro-Euskadi, norzh ha su, e 2024. Hag emañ ar bed politikel o cheñch en Euskal Herria !
Da gentañ, n’eo ket mui ar PNV mestr war ar bolitikerezh euskarad evel ma oa kont betek-henn. E miz ebrel e oa bet galvet an dud da votiñ evit ar parlamant emren. EH Bildu, an tu-kleiz dizalc’hour pellañ a erruas en eil plas just war-lerc’h ar PNV (ur forc’had a 30 000 mouezh nemetken etre an daou) met an daou strollad broadelour o deus bet ar memes niver a gannaded a-benn ar fin. Kollet zo bet 3,88% gant ar PNV ha gounezet 4,53% gant an abertzale eus an tu-kleiz. En trede plas emañ ar PSOE gant ar memes niver a vouezhioù hag a-raok mui-pe-vui (14,09% +0,57). Gounezet zo bet 0,9% gant Vox (1 sez) met pell-pell eus ar podium emañ ar strollad broadelour spagnol c’hoazh.
Evel ma oa kont betek-henn e voe skoulmet un emglev etre ar PNV hag ar PSOE evit gouarn ar gumuniezh emren evel ma oa dija.
E Navarra e oa bet votet evit ar parlamant e 2023.
Evit ar votadegoù Europa d’an 9 a viz even e kendalc’has an traoù gant o hent : ar PSOE an hini eo a erruas er plas kentañ ! War e lerc’h EH-Bildu. Ar PNV, eus e du, a voe kaset d’an trede plas !
An RN o c’hounid tachenn
Er su e voe ar votadegoù Europa ur sapre souezhadenn met en Norzh ez eas pelloc’h an traoù : an RN an hini eo a voe trec’h gant 22,7%, da lavaret eo +8% e-keñver 2019. E 96 kumun diwar 158 e erruas strollad Bardella er plas kentañ.
E Bro-C’hall a-bezh e tizhas Bardella an 31,5%, neuze n’eo ket bet ken uhel an disoc’hoù en Ipparalde met ur sapre cheñchamant eo memestra.
Evel e pep lec’h e voe kentoc’h an NFP a c’hounezas an trec’h er votadegoù kannad en Norzh : 3 kannad NFP evit an tiriad, unan anezho a zo un abertzale memestra : Peio Dufau (EHBai) er c’hwec’hvet pastell-vro. Met ar wech-mañ ivez e voe uhel disoc’hoù an RN : 28,39 % evit Victor Lastécouères er c’hwec’hvet (3de plas), 39,52 % evit Serge Rosso er pemvet (eil plas) ha 28,92% er 4re evit Sylviane Lopez (2de plas).
N’eo ket azv an traoù c’hoazh en Ipparalde met tamm-ha-tamm emañ an RN o c’hounid tachenn… Ha pegoulz e vo savet ur « Palatinak » broadelour evel e Bro-Gorsika ?
5 réponses à “Bilañs ar votadegoù 2024 e Bro-Euskadi : ar PNV war-gil, an RN war-gresk”
Bilañs ar votadegoù 2024 e Bro-Euskadi : ar PNV war-gil, an RN war-gresk
Sans aucun doute ! 😁😁😁
Et en français, ça donne quoi ?
La charité chrétienne m’oblige à préciser: Bilan des élections en Pays Basque- le PNV (Parti National Basque) recule, le RN augmente!
Ça donne qu’on ne va pas faire l’effort de traduire pour des gens qui ne font pas l’effort d’apprendre.
Allons c’est le temps de Noël…c’est sûr mes parents me disaient « cherche et tu trouveras », une habitude qui se perd sauf chez les enfants, adolescents dont les parents veulent qu’ils apprennent à se débrouiller tout seul!
OUI Et J’avais le droit regarde ton dictionnaire après on discutait je ne connais que mon petit français !!! et comme il nm mansue pas de stupidités a voir et entendre gardez cela pour vous
amities