E Plouha, e Bro Dreger, n’o deus ket ankounac’haet an dud eo kristen ar vro. Hag en un vro kristen ez eus kalvarioù ha kroazioù e pep lec’h. E Plouha, hini Kerflec’h a oa fall e stad abaoe bloavezhioù. A-dreuz e oa. Betek re. Aon o doa an dud e vefe kouezhet un deiz bennak gant ur barrad avel. Pe gwasoc’h c’hoazh e vefe kouezhet war unan bennak ! Brein e oa an troad e koad. 3 cm a chome nemetken hervez un amezeg.
A-benn ar fin e tivizas tud ar gêriadenn kregiñ ‘barzh. Hep goulenn tamm gweneg ebet gant an ti-kêr e stagjont gant al labour. Ur strollad a dud o deus graet pep a zamm labour. Adalek adober an troad betek adlivañ delwenn hor salver. Gant un amezeg Philibert Le Mercier zo bet kenurzhiet al labourioù. Bet en deus bet medalenn ar gumun gant an ti-kêr goude-se. Ha prometaet eo bet gantañ da genderc’hel da netaat al lec’h, plantañ plantennoù hag all evit ma vefe lakaet da dalvezout ar c’halvar evel ma oa betek bremañ.
D’ar sadorn 14 a viz kerzu eo bet benniget ar c’halvar renevezet gant person Plouha ha graet un abadennig gant bagad ar gumun.
Crédit photo : wikipedia (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine