E Pembo, e Bro-Raez, zo bet anvet ur gward-kêr pe gward-maezioù ‘giz veze lâret gwechall nevez zo, an hini kozh en deus roet e zilez kerkent ha bezañ titlet pe dost. Ha, war un dro, re a labour o deus an archerien evit bezañ war-lerc’h an holl lamponed. Ha bez ez eus e kêr !
Rak, er gêr-se e klever kaoz muioc’h-mui ez eus felliezh peogwir e vefe « labourerien » ha « tud paour » o chom enni. Ur pennad a zo bet embannet n’eus ket pell zo war Ouest-France memes diwar-benn ar 17% a lojamantoù sokial a zo er gumun. Se zo kaoz e vefe kement a gudennoù gant ar gwallgrennardiezh hervez reoù zo.
Hogenn, n’eo ket abalamour d’ar vicherourien « eus ar vro » ez eus felliezh e Pembo, abalamour d’ur strollad krennarded ha d’o zud ne lavaran ket. Ha deus peseurt kumuniezh eo al lodenn vrasañ eus ar re-se d’ho soñj ? Arabat kontañ gevier ! Etre Sant-Nazer ha Naoned ez eus ur bern kêrioù paour gant ur parkad a lojamantoù sokial enno. Met e neblec’h ez eus ket kement a felliezh hag e Pembo. Perak ? Peogwir e Pembo ez eus ur vandennad « ispisial », gant bugale, krennarded hag o deus gizioù, doareoù da vevañ « ispisial ». Met arabat lavar ha skrivañ perak int ken « ispisial »…
Evit ober un degemer mat d’ar gward nevez, Pembotiz zo o deus lakaet tan en ur c’harr-tan d’ar 24 a viz kerzu, tro 10e30 noz. Nedeleg laouen !
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine