Pa voe tapet gant an archerien e voe adkavet drogach (kannap, heroïn ha koko), arc’hant hag armoù en Air BnB ma oa o chom e Gwerzhav, nepell eus Naoned. Setu ostilhoù-labour un dealer a soñjas an archerien hag ar gwir a oa gante ! Kondaonet e oa bet ar paotr-se en e 19 vloaz bloaz zo dija evit un afer a seurt-se. Met ne vern, n’eus ket komprenet. C’hoant en deus kenderc’hel gant e vuhez a vefetour hag a bec’hedoù.
Hervezañ n’eo ket dre e faot e vez gwerzhet dramm gantañ. Sklav eo. Sklavaet eo bet gant un trafikour brasoc’h egetañ « ha dleout a ra 10 000€ dezhañ ». « ZK » a vefe e anv.
« Gaou ! » a lavar ar varnerien. Herveze e vefe e vestr dezhañ e-unan.
Hag ober a ra ar seizh diaoul hag eben er c’harter ! D’an 30 a viz here en deus tennet war karr-tan un amzegez. 79 vloaz eo ar paour-kaezh maouez. Parkañ a rae an dealer e garr-tan dirak he zi ha se ne blije ket d’ar vamm-gozh hag he doa treset un « arabat parkañ ur c’harr-tan amañ » gant he bazhig ruz-muzelloù ! Evel ur c’how-boy e tapas krog en e bistolenn hag e tennas war ar c’harr-tan. Met ne voe ket fromet kement-se ar vaouez. Sevel a reas klemm. Ha degouezhout a reas an archerien en e Air BnB ma oa tout an « danvez »… N’eo ket gwall fin ar paotr-mañ ‘m eus aon.
A-benn ar fin e vo kaset an trafikour d’an disheol : 18 mizvezh hep goursez. Mui 5000€ da zic’hleañ d’ar vaouez.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine