E bourk Goudelin (Bro Dreger) emañ ar merc’hed en aon hag en enkrez abaoe daou vloaz : ur roder a vefe er parrez ! D’an noz e sko ouzh abavantoù ar merc’hed en oad pe e sen ar c’hloc’h ha kuit. Unan anezhe a zo bet « gweladennet » evel-se 13 gwech ! E penn kentañ e tave ar vaouezed kozh war se aon na vefe graet goap oute met bremañ e fell dezhe lakaat ar mediaoù er jeu. Hag an archerien evel just ! Kelaouet int bet gant an ti-kêr.
Ur paotr yaouank, sportour e vefe ar roder. Ur gapuchenn pe ur gasketenn war e benn. Ur wech en deus faziet ha skoet ouzh abavantoù ur c’houplad yaouank, ne zeuas ket a-benn ar gwaz da lakaat an dorn warnañ, avat.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine