TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Setu keloù mat evit difennerien yezhoù Breizh : e brezhoneg hag e gallaoueg e vo ar c’hemenadennoù en TERioù BreizhGo hiviziken (mui ar galleg siwazh) !

Adalek ar 16 a viz kerzu e c’hello an dud klevet hon div yezh vroadel e bourzh 19 wagon. 90% anezho a vo war linenn ar su ha 10% war hini an norzh. Goude ur prantad esae e vo klevet ar c’hemenadennoù-mañ e-bourzh 52 wagon-all.

Illustration : tapadenn skramm kont twitter Rannvro Breizh
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

6 réponses à “TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !”

  1. T. Gwilhmod dit :

    N’heller ket lakaat ar gallaoueg e rez ur yezh vroadel. Ne vez ket komzet ken, n’eus tamm kevala skrivet ebet, ne vez ket kelennet, n’eo ket diorreet, n’eus ket 20.000 bugel er skolioù o pregañ gallaoueg, n’eus ket mil a dud o labourat en teodyezhoù-se, dreistholl n’eo ket dedennet ar vretoned hervez sondaj TMO 2018, hag all…
    Evit gwir an darvoud-mañ a laka ar yezh da vezañ izelaet e rez ar parlantoù gallaoueg a veze gwechall e Breizh uhel hag er Mayenne hag Anjou.
    E gerioù all : betek henn e klasked lakaat ar brezhoneg par d’ar galleg hag arc’hañ ur statud a yezh ofisiel evit Breizh a-bezh, ha bremañ e vez lakaet izeloc’h betek douar daoust maz eo gwir yezh vroadel nemeti hor Bro, a zo galvet da vezañ araez yezhel hon dishualerezh. Ar gallaoueg vat ne dalv nemet evit Breizhuheliz tomm ouzh o zud kozh a gaoze an teodyezhoù gallaouek. N’eo ket heñvel tamm ebet.

  2. Yoann dit :

    Dreist ! Brezhoneg e pep lech’ mar plij !

  3. Henry FITZJEHAN dit :

    « Ne c’haller ket sellet ouzh ar gallaoueg evel ouzh ur yezh vroadel », a lavar Thibault Guillemot. Ne c’hell ket ar brezhoneg bezañ ur yezh vroadel kennebeut. Yezh an hanter eus ar vro eo bet. Met n’eo ket ken abaoe pell. Nebeut a dud a oar brezhoneg hiziv an deiz e Breizh Izel. Neuze, perak klask « lakaat » yezh nebeut-komzet Breizh-Izel e Breizh-Uhel e-lec’h n’eo ket bet komzet morse ? Ret eo deomp bezañ gwirvoudel ha chom hep ijinañ ur vro n’eus ket anezhi ha n’eus ket bet biskoazh. Trawalc’h a « impalaeriezh yezhel » !Garv ha « pennek » eo ar gwirvoud met evel-se emañ an traoù… Dura res sed res, Theobaldus !

  4. Youenn Craff dit :

    Deuet omp da vezan ken imperialour hag ar c’hallaoued e Breizh-Uhel. Trawalc’h gant se, leskomp bretoned eus ar vro c’hallo gant o yezh dezhe. Ha tout an arc’hant evit ar brezhoneg e Breizh-izel mar plij ! Brezhonegaat Breizh-Uhel zo ur sort wokism a-benn ar fin

  5. T. Gwilhmod dit :

    da Henry. Tepod Gwilhmod eo va anv. Pa embannit war ar groaz an anv ma ra gantañ ar stad c’hall pa z a ouzhin e soñj din ez eo gourdrouzus eus ho perzh, met na rit ket bil ar Brigade Poulain a oar pelec’h emaon o chom dija.
    Ret eo termenañ petra eo Breizh. War ar poent-se n’omp ket akord, setu aze toud. Evidon ar gudenn a zo politikel. Sellout a ran ouzh ar brezhoneg evel ar benveg yezhel zo ezhomm anezhañ evit sevel ur Vreizh nevez, da lavarout eo gant ur raktres kevredigezh disheñvel-mat diouzh patrom kevredigezh Bro C’hall [perak cheñch yezh mod all ma’z eo ar memez kevredigezh dizoue, kreizennourez hag all ?], a rofe un dazont d’al ledenez-mañ.
    A-hend-all hoc’h arguzenn war niver bihan ar vrezhonegerien n’eo ket mat peogwir e vije ret asantiñ da zegemer ar galleg, a zo komzet gant an holl, evel hor yezh vroadel ha neuze ne vije dazont ebet el ledenez-mañ. Ar galleg eo karr an Ankoù e Breizh a lavare R Hemon.
    Diskleriañ a rit ez eo ret bezañ « gwirvoudel ». Ar gwirvoud evit poent eo marv hor yezh hag hor broad da heul. Dispac’hel eo komz brezhoneg evidon, se zo just a-walc’h oberiañ da zistagañ hor c’harr diouzh Pariz. Pa gomzer yezh an enebour n’eus chañs ebet da gaout an trec’h. Niverus eo ar broioù a implij o yezh evit o zizlac’hiezh : e Breizh e c’hallomp ober kement all.
    Breizh uheliz zo a-du ganin pa sellont ouzh ar brezhoneg evel gwir yezh hor bro. Anat eo an dra se ken ez eo !

    Da « Youenn Craff ». Ur vezh eo implij anv ar stourmer kalonek m’eo bet va mignon bras Youenn Kraff evit lavarout ar c’hontrol eus ar pezh a soñje.

    Brezhonekaet e vo Breizh pe ez aio hor broad da get. Tonket eo Breizh da vezañ brezhonekaet pe e tougo al ledenez-mañ un anv douaroniezhel hepken, hep nemeur a bobl diforc’h enni. Pep pobl a rank kaout he yezh dezhi, ur yezh dezhi a zo ene he sevenadur. M’en em laka da gomz ur yezh all e tizer prestik he broadelezh. Ur banniel eo ur yezh ivez, ha pa vije komzet gant nebeut a dud. Keit ha ma z eus anezhi bev en un tu bennak e chom ar goanag evit ar bobl a-bezh. Sellout skouer Israel, Danmark, Belgia…
    Gant ar gallaouegoù n’emañ ket kont evel-se : ne stourm ket evit abegoù politikel ar re a stourm evit an nevez-gallaoueg. N’eus ster ebet d’o stourm rak Breizh uhel n’eus ken anezhi pa gomz galleg an holl e Breizh. Met er pleustr e tiskaront talvoudegezh arouezius ar brezhoneg evel yezh vroadel Breizh a-bezh.
    Met ne zeuot ket a-benn rak dija eo marv-mik ar gallaouegoù tra ma treistbev ha ma tiorro hor yezh e metou hon Emsav broadel.

  6. Henry FitzJehan dit :

    Bevet Breizh hollvrezhonek neuze ! Kendalc’homp da hunvreal…‹(•¿•)›

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky