Brest : ar filierenn albanad dirak ar barner

D’an 13 a viz kerzu zo bet kondaonet ur studierez brestad a 27 vloaz gant ar varnadurezh etrerannvroel ispisialiset (JIRS) eus Brest. Petra ‘oa rebechet dezhi ? Bezañ kemeret perzh en un trafik dramm etrebroadel. Kannap, kokain a veze trafiket gant ur strollad etre 2021 ha 2023 hag e oa hi un ezel oberiant ennañ. Liammet gant Albania e oa ar strollad ha kalz tud a-orin eus ar vro-se e oa ennañ. Dre ar vesajerezh kriptek SkyECC e komze ar re-se. Kavet o deus ar boliserien e veze graet kalz beajoù etre Bro-Spagn, Luxembourg, Breizh hag Albania. Ha lod eus ar veajoù-mañ a veze graet gant ar studierez. Dirak ar varnerien e oa leun a bloumezoun anezhi ! Hervezi e veze kaset ha degaset « dilhad » etre tout ar vroioù-se. Hep mui ken !

Siwazh dezhi n’eo ket bet kredet gant al lez-varn. Pemp bloavezh toull-bac’h he deus bet. Hag hi o studiañ an ekonomiezh e skol-veur Brest ! He c’homper hag a oa o chom e Bro-Spagn a zo bet kondaonet da eizh vloaz. Hag a c’hello ober met pa vo tapet : war-dec’h emañ evit poent !

Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bro-Raez : un « Uberdramm » dispennet

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : Dale oa gantañ da vont d’ar voskeen, teurel a ra ur sac’hadig heroïn dirak ar boliserien

Découvrir l'article

BREST

Procès d’une cellule djihadiste à Brest : un projet terroriste avorté sous surveillance de la DGSI

Découvrir l'article

BREST

« Vivre ensemble » à Brest : un multirécidiviste algérien, sous OQTF et cousin d’un influenceur islamiste, condamné après un vol avec violences

Découvrir l'article

Football, Sport

Pas de miracle pour le Stade Briochin face au PSG…il n y a plus de clubs bretons en Coupe de France

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : bazataet ha bac’het evit un dle a zramm

Découvrir l'article

BREST, Football, GUINGAMP, Sport, ST-BRIEUC

Coupe de France : un souffle breton en quarts de finale avec 3 qualifiés (Guingamp, Brest, Saint-Brieuc)

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, NANTES, RENNES

Felliezh e Brest, Roazhon, Naoned : pegoulz e tivorfilo ar studierien eta ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky