D’an 12 a viz kerzu e oa mut ar paotr 19 vloaz dirak lez-varn Sant-Maloù. Rebechet e oa dezhañ da vezañ kaset dre snapchat fotoioù eus e fulup d’ur paotr en e 16 vloaz. Ur minor ! N’eo ket bet aes da c’houzout muioc’h diwar e benn gant ar boliserien rak mut e chomas ar paotr tamallet diraze. Hag un heñvelreviad eo ? Ya anat met n’eo ket evit hen anzaviñ rak evit ur muzulman ez a a-enep lezenn ar c’horan !
Ha mat e oa d’ar minor resev ar fotoioù-mañ ? Mui pe vui… ur paotr yaouank eo… met gourdrouzet eo bet gant e gomper ivez !
Hervez ar psikiatr n’eo ket aes d’ar paotr tamallet komz eus e seksualegezh…abalamour d’e relijion…klask a ra dousaat e skeudenn zoken.
A-benn ar fin n’eo ket bet kondaonet an den evit goubrenerezh minor, evit ar c’hourdrouzioù ne lavaran ket : ur c’hastiz a 300€ !
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine