Ha tennet e vo gant an ARCOM (Aotrouniezh reoliñ ar c’hehentiñ klewelet ha niverel pe « ARKeh » e brezhoneg) aotre C8 hag hini chadennoù all eus ar strollad Bollore ? Setu ar pezh a vo gwelet (pe get) er mizioù a zeu. Met n’eo ket gant ar prezidant kozh e vo kemeret an diviz, gant ar prezidant nevez ne lavaran ket hag hemañ a zo breizhad a-orin : Martin Ajdari an hini eo.
Martin Ajdari a zo mab Martine Buron, maerez kozh Kastell-Briand e Liger-Atlantel. Iranian eo e dad, bet diplomat.
Gant Martine Buron e oa bet isaet ar Gwenn-ha-du ouzh ti-kêr Kastell-Briand pa oa e penn ar gêr. Tomm e oa he c’halon ouzh identelezh breizhad kêrbenn bro-Vez.
Ganet eo he mab e Pariz met maget eo bet e Kastell-Briand ma chomas betek mare ar studioù. Goude e vak ez eas da Bariz da studiañ en ESCP Business School, ha neuze Sciences-Po hag an ENA da echuiñ.
Illustration : gant Opéra national de Paris — Travail personnel, CC BY-SA 4.0, https://commons.wikimedia.org/w/index.php?curid=99530529
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine
2 réponses à “Hanter-vreizhad eo prezident nevez an ARCOM”
Paotr ar sistem, ne lavaran ket ha moarvat ne asanto ket da vrankiz ar cadennoù skinwell ar re strollad Bollore kalz nebeuto’h ‘hoazh daoustha ew breizhad a-orin !
Paotr ar sistem, ne lavaran ket ha moarvat ne asanto ket da vrankiz ar cadennoù skinwell, ar re strollad Bollore kalz nebeuto’h ‘hoazh daoust hag ew breizhad a-orin !