D’ar 25 a viz du e voe serret un den a-orin eus Martikik e Kemper. Hervez ar boliserien hag ar varnerien e veze o trafikañ dramm war ur poent « deal » e Kermoysan nepell eus ar greizenn-kenwerzh. Kondaonet eo bet kerkent ha kaset d’ar bidouf.
Ya met un dle a 1000€ en doa ! Goulennet o deus e vistri e teufe e vreur o chom e Soissons betek Kemper da werzhañ dramm (kannap ha Kokain) e plas e vreur. Hag er metoù-se n’eo ket ur bedadenn eo, ur redi ne lavaran ket.
Etre 10e mintin ha 10e noz e oa ar breur o werzhañ dramm e Kermoysan neuze. Hag e fin a devezh e veze graet ar c’hontoù gant ar merour. Ur gwir embregerezh !
Siwazh dezhañ, serret eo bet d’e dro gant ar bolis d’an 3 a viz kerzu.
Pemp menneg a zo war e roll lez-varn, 21 bloaz eo. Ur pratik mat eus al lezioù-barn eo !
Ur bloavezh toull-bac’h en deus tapet d’ar 6 a viz kerzu gant lez-varn Kemper.
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine