D’an 22 a viz here e oa bet gwelet hemañ o klask laerañ basketoù en ur stal eus La Flèche, e Sarthe. Gant ur c’homper e oa o furchal, o treiñ hag o tistreiñ. A-benn ar fin eo bet tapet gant implijidi ar stal o c’haloupad, ur c’hartoñsad a votoù gantañ. Un trede den a oa un tamm pelloc’h, prest da reiñ an dorn dezho.
Evel just e nac’has, dirak ar boliserien, bezañ klasket laerañ ar botoù ha pa’z int bet kavet gantañ. Hervezañ eo…an implijidi o defe klasket o laerañ ha n’eo ket eñ.
Siwazh, anavezet mat gant ar justis eo. Dindan OQTF, hemañ a zo bet kondaonet meur a wech evit laeroñsioù a-seurt se.
Hervez e vreuteur emañ dindan ur « rouedad ».
Kondaonet eo bet da bevar mizvezh toull-bac’h d’ar 6 a viz kerzu mui un OQTF ouzhpenn met evit… pemp bloavezh nemetken !
Goude e binijenn e c’hello dont en-dro da Frañs evit adstagañ gant e vicher : laer. Kool !
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine