Goude m’eo bet laeret ar buro-butun e Sant-Juluan-Kankell, ur gêrig trankilik (betek-henn !) eus Bro Gwiniegi Naoned, d’an 28 a viz du zo bet divizet gant an ti-kêr hag ar goñversanted da baeañ ur vijil evit eveshaat ar stalioù bemnoz etre 6e noz ha 6e mintin ! Skuizh eo ar goñversanted gant al laeroñsi a zo c’hoarvezet er bourk abaoe sizunvezhioù, hag aet eo re bell an traoù p’eo bet laeret ar buro-butun e tarz an deiz gant un den yaouank e-unan, ur maskl war ar fri, ur bistolenn en dorn.
N’eo ket ar wech kentañ e vez paeet ur vijil gant embregerezhioù eus Sant-Juluan : e kreizenn ekonomikel Beausoleil ez eus unan o treiñ a-hed an noz abaoe mizioù, paeet gant an embregerezhioù. Goude un aridennad a laeroñsi amañ ivez !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Juluan-Kankell (44) : ur vijil evit eveshaat ar stalioù e-pad an noz”
Etant donné que de plus en plus de flics en ont marre des juges qui vendus à l’Europe ne font plus leur boulot, alors de nombreuses démissions dans la Police et…ils filent dans des sociétés de sécurité!