Ar wech kentañ eo e c’hoarvezh seurt tra e Sant-Juluan-Kankell (« Saint-Yo » a lavar an dud eus ar vro e gallaoueg) e Bro Winiegi Naoned : d’an 28 a viz du eo bet laeret ar buro-butun da 7e mintin.
Degouezhout a reas un den yaouank e-unan, sweat, kabuch, maskl war ar fri hag ur bistolenn gantañ. Aet eo kuit gant 200€ ha div gartouchenn a sigaretennoù nemetken.
C’hoarvezet eo tra ma’z eo bet laeret kalz a goñvers abaoe pevar sizhun e Sant-Juluan.
Un emvod a zo bet etre an ti-kêr hag ar goñversanted evit kemer buan diarbennoù efedus.
N’emañ ket pell Sant-Juluan eus Naoned ha Naoned a zo deuet da vezañ kerbenn an torfedoù e Breizh e-korf dek bloaz.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine