D’an 19 a viz du, boulouard Michel-Cointat e kêr Felger e kreiz an deiz, e oa parket ur moto dirak ur c’harrdi. Raparet e oa bet gant implijidi ar c’harrdi ha lesket amañ da c’hortoz e vestr. Met… lesket e oa bet an alc’hwez war ar mekanik ! Un den, ur Somalian, a welas ar moto, ha kuit ganti ! Dirak patron an embregerezh hag e implijiad !
Diouzhtu-dak e klaskas an daou zen a vicher an den er straedoù pa wellas an implijiad al laer war ar moto o ruilhal trankilik.
Dont a reas a-benn an implijiad da lakaat anezhañ da chom a-sav met skampañ a reas kuit ar Somalian goude bezañ lesket ar moto. Un tamm pelloc’h e voe serret gant an daou vekanisian, memestra.
Dirak ar boliserien e lavaras, da gentañ, e felle dezhañ « mont da bourmen » gant ar moto. Ha goude e lavaras en doa kredet e oa bet roet e asant gant un implijiad « gant un taol lagad » evit ma kemerfe ar moto. Pep hini a c’hell laerañ motoioù er ranndi-mañ war a seblant, kit tudoù !
E miz mae 2026 e vo prezantet d’un ofisour evit bezañ barnet buan.
Hag an OQTF ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine