Kemperiz a anav mat an ti-mañ, un ti melen straed Pont ‘n Abad, nepell eus skol Penanger. D’ar 6 a viz du e oa bet kontellet un den gant ur golombianez en he 20 vloaz. Ur gast e oa hi hag ur pratik e oa an den.
D’ar 17 a viz gwengolo e oa bet kondaonet un den evit bezañ skoet gant e wreg en ti-mañ dija. Ha Kolombian e oa ar paotr ivez ! Dindan koko e oa eñ hag en doa lavaret d’ar boliserien ne felle ket dezhañ ken e vefe gounezet he zamm bara gant e wreg diwar c’hasterezh.
Div c’hast er memes lec’h neuze ? Setu un dra drol… Hag e vefe an Air B’n’B-mañ ur seurt « fouzhlec’h degouezhel » evit ur rouedad ?
Da c’hortoz ar prosez eo bet serret « ti ar gisti » gant ar polis.
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine