Relijion : ar vreudeuriezh Sant Pie X a zo erruet e Kemper !

Betek-henn e oa ar Vreudeuriezh Sant-Pie X e norzh Penn-ar-Benn nemetken. Ur prioldi he deus ar Breudeuriezh e Gwipavaz, ar prioldi Sant-Erwan, gant tri beleg hag a ra oferennoù e Brest (chapel Santez-Ana), e Montroulez (manati Itron-Varia ar Feuteunioù), e Plouigno (chapel Itron-Varia ar mur) mui oferennoù ur wech dre vare e Lannedern, e menez arre, er chapel Koad ar Roc’h.

Hiviziken e vo oferennoù mod Sant-Pie V* dalc’het gant beleien an FSSPX e Kemper ivez, setu ar pezh a zo bet embannet war « Le Phare Breton », kazetenn ar vreudeuriezh e Penn-ar-Bed.

Perak e erru ar FSPPX e Kemper eta ? E-pad mizioù ez eus bet sach-blev etre paotred ha merc’hed an hengoun eus ar vreudeuriezh Sant-Pêr hag an eskob Laurent Dognin. Torret eo bet gantañ ar feur-emglev a oa etre an eskopti hag ar vreudeuriezh just a-raok nedeleg 2023. Perak ? Peogwir e oa re a fideled az ae d’an oferennoù e latin evel just ha ne oa ket an eskop mestr war e barrezioniz ken. Ma ne vefe ket an Iliz katolik a-vremañ ur seurt ONG evit an enbroidi hag an LGBT, marteze e vefe interesetoch ar fideled gant an oferenn e galleg…

Bremañ n’eus ket a veleien eus ar vreudeuriezh Sant-Pêr. Ha, dre-se, n’eus ket mui oferennoù mod Sant-Pie V.

Hervez an abad Patrick Troadec, abad an FSSPX, en deus goulennet ur strollad a fideled eus ar Vreudeuriezh Sant-Pêr sikour gant an FSSPX. C’hoant o doa da gaout oferennoù mod kozh evel ma oa gant an FSSPêr. Daoust d’al labour o deus war o chouk dija e c’hello an tri beleg mont da oferenniñ e kêrbenn Penn-ar-Bed ur sul bep miz. Setu erruet an FSSPX e Kemper neuze, a-drugarez d’an eskop Laurent Dognin !

E Breizh hag e Bro-C’hall ez eus bagadoù a fideled nevez en ilizoù met ar c’hros anezho a zo tud a fell dezho selaou oferennoù mod-kozh, oferennoù e latin mod Sant-Pie V hag heuliañ ur gwir deskadurez kristen ha n’eo ket sarmonioù toull diwar-benn « egile » (=an enbroidi) an Iliz gaochist a-vremañ.

* Oferennoù mod Sant-Pie V a vez graet e chapel hag iliz Sant Seo ha Sant Vazhev gant beleien an eskopti dija, met n’eo ket beleien an FSSPX anezho

Crédit photo : Le Phare Breton
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Relijion : ar vreudeuriezh Sant Pie X a zo erruet e Kemper !”

  1. T. Gwilhmod dit :

    An Oferennoù mod Sant Pi V a veze lidet gant FSSP a vez lidet atav, kontrol d’ar pezh a lavar ar pennad, e Sant Seo ha Sant Vazhev Kemper, gant beleien eus an eskopti, evel e Sant-Mikael e Brest.
    Ar pezh a zo nec’hus eo n’eus nemet an oferenn-Sul, n’eus netra ebet war ar sizhun ken : oferenn-pemdez, katekizerezh, gweladenn ar re glañv, ambrougerezh speredel…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, QUIMPER, Société

Kemper : ur Venezuelian kondaonet evit feulster etre priedoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Dramm e Kemper : goude an trafikour martinikad, e vreur dirak al lez-varn…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kemper : « Ti ar gisti » zo serret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : o koll er c’hoarioù video e sko ar « Rus » gant e vignonez

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, QUIMPER

4e Concours de nouvelles en Breton proposé par Ti ar Vro Kemper : Plongez dans l’océan de la littérature bretonne

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

Kemper : Ur chanter a-stroll e Ti ar Brug

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : ar paotr eus Mayotte a flac’hote e verc’h-kaer

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brest : 29 vloaz, 23 meneg war e roll lez-varn, « cheñchet ‘m eus », met…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : 19 000 sin a-enep ar pourmenadennoù war an anezenned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, QUIMPER

Ya d’ar brezhoneg : daou embregerezh kehentiñ eus Kemper o deus sinet ar garta !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky