E Bro Lozaog ez eus muioc’h-mui a embroidi abalamour da embregerezhioù an agroboued ha n’eo ket dre zegouezh emañ an RN en e uhellañ er vro-mañ. Er votadegoù Europa diwezhañ e tizhas listenn Jordan Bardella ar 46,87% e Tremorel (mui 6,29% evit hini Marion Maréchal) da skouer. Er votadegoù kannad eo an RN Odile De Mellon hag a erruas er c’hentañ plas en dro gentañ gant 41% eus ar mouezhioù. Hag an LR Corentin Le Fur an hini eo a oa war he lerc’h.
Setu perak eo bet dibabet kumun Tremorel evit bannañ ar film enbroerezhus « Un pays de papier » d’ar 17 a viz du moarvat. Evit addeskiñ an dud hag a « soñj fall ».
Er film-mañ e vez gwelet ur vreutaerez eus Roazhon o tifenn minored nann-ambrouged ha pemp ha pevar. Leun a voralin eo ar film evel just rak « kriz eo ar re ha ne fell ket dezho degemer ar repuidi ».
Gant an OCDM eo aozet an novezh-mañ, da lavaret eo ur gevredigezh sevenadurel eus ar vro.
Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine