Arabat lavarout eo ar c’hannad Corentin Le Fur ur feniant ! Er parlamant e labour kalz ha gantañ e vez kinniget danvezioù lezenn (hag amañ) hardizh, dreist-holl evit difenn tud war ar maez. Kannad bro Lozaog-Kintin (22) eo Corentin Le Fur ha n’eo ket ur souezh e tifenn kentoc’h interestoù tud e bastell-vro. Ha lod eus e ginnigoù a zo liv ar gristeniezh warni ivez, evel an hini diwezhañ, a-enep ar GPA, da skouer
E-touez an danvez-lezennoù en deus kinniget, unan en deus tennet an tan war e gein : an hini hag a glask tennañ ar splet kemedel roet d’ar c’hevredigezioù mod L214.
Hag evel just, abalamour da se, en deus bet charreadoù a c’hourdrouzioù hag a gunujennoù war ar rouedadoù sokial :
Lod a zo kalz feulstoc’h. Savet en deus klemm Corentin Le Fur.
Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Gourdrouzet, ar c’hannad Corentin Le Fur en deus savet klemm”
Ma n’e’ ket un truez, mezh ‘ zo ganim pa lennan ar mesajoù… ur paotr a galon! Atav m’mz tra!