Seine Saint-Denis : ar boliserien a grede da gentañ e oa bet ur plac’h gwazh eus un dagadenn revel met…

Petra a zo c’hoarvezet e Epinay/Seine d’ar 27 a viz here ? Marv eo ur plac’h en he 18 vloaz hag a oa bet adkavet e koma astennet war an hent.

Hervez ur gomer dezhi a oa ganti un nebeut eurvezioù a-raok e oant o div en ur c’harr-tan bleinet gant un den. Hag hemañ en defe klasket palforsiñ anezhe. Met digoret e oa bet an dorig gant ar plac’h varv ha lammet.

Ya met goude an enklask n’eo ket ar memes scenario a zo o tresañ ar boliserien : hervez ar pezh o deus komprenet bep un tammig he doa kejet ar plac’h ouzh un den kosoc’h egeti war internet. Ha lakaet emgav buan. Hogen homañ a vefe deuet gant ur vignonez dezhi, ur plac’h en he 16 vloaz. Evel just e oa un « emgav amourous ». Ur « steuñv » ?

Met pa erruas ar paotr e welas diouzhtu e oa ui gant ar yar. Ne oa ket sklaer o jeu rak laboused a oa un tamm pelloc’h o sellet oute, laboused ar site, rakailhed…

A-benn ar fin e pignas an div blac’h en e garr-tan ha kuit. Met pa kemeras ar paotr penn an hent e welas tud yaouank o taoler mein ouzh e garr-tan hag o klask lakaat anezhañ da stardañ. Klask a reas ober tan dezhi met lammat a reas unan eus an div blac’h eus ar c’harr-tan. Ha gloazet don.

Pa voe arrestet ar paotr e lavaras ar plac’h all, chomet gantañ er c’harr-tan, en doa klasket pitouchañ anezhe. Un dagadenn revel « klasek » ne petra ‘ta ! Ar pezh a nac’has ar paotr. Hervezañ e oa un toull-trap. Ha diouzh a oar an enklaskerien e vefent techet da reiñ an tu dezhañ.

Hiziv emañ ar plac’h mui daou baotr all dalc’het dindan evezh. Ha muioc’h-mui emañ ar boliserien o soñjal e oa ur scenario mod « Gang des Barbares » a oa o vezañ c’hoariet an noz-se e Epinay/Seine…

Photo  d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Seine Saint-Denis : ar boliserien a grede da gentañ e oa bet ur plac’h gwazh eus un dagadenn revel met…”

  1. gautier dit :

    Seine saint Denis, encore un peu de temps et ce département sera définitivement un califat !!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky