Daoust hag e vo tolpadegoù dirak kannati ar Mali e Pariz ? Ne vo ket evel just rak un totem a zigastiz o deus ar broioù afrikan e metoù zo ! Emañ Bro-Mali o paouez lakaat er-maez lezenn an heñvelrevelezh. Hervez al lezenn nevez votet gant ar CNI e fin miz here, an dam-barlamant hag a dalv da vreujoù abaoe taol-stad an arme eus 2020, e vo kaset d’al lez-varn an nep en dez joa gant unan all eus ar memes reizh.
Adal bremañ, « an holl re hag en en reiñ d’an heñvelrevelezh pe a gas war-raok an heñvelrevelezh pe a ra meuleudi d’an duc’hadur revel-mañ a vo kastizet » e bro Assa Traoré. N’eo ket anavezet c’hoazh ar c’hastizoù avat.
30 bro afrikan all o deus lakaet an heñvelrevelezh er-maez al lezenn.
Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine