« Ne pas fermer les yeux, soutenir SOS Méditerranée, travailler sur la question migratoire, c’est ce que nous faisons, nous commune, à l’échelle de nos territoires, en solidarité avec les peuples opprimés. » setu ar pezh a lavaras (e galleg evel just) David Samzun, maer Sant-Nazer goude m’eo bet dizarbennet gant lez-varn Naoned galv Gauthier Bouchet, penn bras an RN e kêr, a-enep un diviz votet gant kuzul-kêr Sant-Nazer. Rak gant ar c’huzul e oa bet votet ur skoaziadenn evit SOS Méditerranée, ar gevredigezh a zegas bagadoù a embroidi en Europa goude bezañ kemeret anezho er mor kreizdouarel.
E miz here 2020 e oa bet votet ar skoaziadenn ha d’ar 25 a viz here zo bet embannet barnadenn lez-varn melestradurel Naoned. Hervez sekretour an RN e oa bet « torret neptuegezh ar servijoù publik » gant seurt diviz « ha ne zegas netra d’an Nazeriz ».
Netra ? Geo avat ! Disurentez er straedoù, « kontilli troet sot », tiez laeret, merc’hed mouchet e pep lec’h, nebeutoc’h a lojamantoù evit an dud vunut ha kalz traoù all… Met ur pec’hed eo da lavarout se er bed a-vremañ ! Ober annez e Bro-Frañs evit an nep a fell dezhañ a zo deuet da vezañ ur gwir etrebroadel
« Laouen » eo David Samzun (PS) gant diviz lez-varn Naoned.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée”
Abalamour da se e varvo Bro-C’hall ha Breizh