E miz eost, ur plac’h du a oa mezv e tramway Brest. A-daol-trumm e krogas da gunujenniñ ur plac’h du all hag a oa trankilik en tram gant he mab-bihan. « Kunujennoù gouennelour » hervez ar gazetenn « Côté Brest« . Penaos ha perak ? Etre div blac’h du ?… kit da gompren…
A-benn ar fin e voe mestroniet ar plac’h vezv gant ur gwaz. Met etretant he doa kavet an tro da reiñ un taol kontell d’ar vaouez all. Perak atav ?
D’an 29 a viz here e oa dirak lez-varn Brest evit bezañ barnet. Ne gompren ket perak he deus graet-se, perak he deus kollet he skiant vat betek reiñ un taol kontell d’ur vaouez ha n’he doa graet netra dezhi. »Mezh » he deus.
Ur penn-boeson eo, dindan gulatoriezh, « kudennoù psi » ganti. Da 18 mizvezh a doull-bac’h gant goursez eo bet kondaonet.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine