Abaoe mizioù n’eo ket ur ral klevet kaoz eus un afer a bneuioù toullet ha kirri-tan rezennet e kumun-mañ-kumun eus Breizh. D’ar 5 a viz here e oa e Plezeved, e-kichen Lozaog, ma oa bet rezennet kirri-tan en ul lotisamant. E miz genver e oa e Brest ma oa bet rezennet 34 karr-tan gant un den « ha ne ouie ket perak en doa graet se ».
E miz eost e oa e Asigneg, e Bro-Roazhon ma voe toullet ha rezennet 52 oto e kerz an noz. Memestra, d’ar 27 a viz here e Baez, atav en Il-a-Gwilun, ma voe toullet pneuioù ha rezennet peder oto.
Met n’eo ket nevez seurt darvoud !
E 2023 e oa e An Oriant ma oa bet toullet pneuioù un daouzek bennak a otoioù hag a oa parket a-dreuz. A-ne komz eus Felger ma vez lakaet tan ingal e kirri-tan abaoe bloavezhioù bremañ. Memestra e Mayenne, en tu-all d’ar vevenn gant Bro-C’hall.
Perak ober seurt tra a-enep labourerien onest o chom war ar maez hag o deus ezhomm eus o c’harr-tan evit mont da labourat ? Ha ne vefe ket levezonnet an torfedourien gant ur seurt propaganda eus an tu-kleiz enep ar « garigelloù » ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine