Sant-Malo : Daou zen yaouank kontellet gant Jeorjianed, unan anezho war dec’h

Fest ar muzik e oa e Sant-Malo d’an 21 a viz even 2024. An deiz-se, e oa bet kontellet daou zen yaouank e intras muros, nepell a zor Dinan.

Petra zo c’hoarvezet eta ? Daou Jeorjian a oa en ur savadur eus ar straed Saint-Sauveur, gant ur vaouez, mignonez d’unan anezho. A-daol-trumm, hervez ar Jeorjianed, e klevjont kunujennoù er straed. Un dek bennak a dud yaouank a oa tolpet e harz ar savadur. O kunujenniñ ar vaouez hag he doa goulennet dezho tevel un nebeut a-raok. Diskenn a reas an daou Jeorjian, ganto kontilli. Met « ul lañvad a dud a sailhas warno » hag e tlejont c’hoari kontell evit saveteiñ o zamm lêr.

Pa erruas ar polis, unan anezho a oa en ti-gar, prest da dec’hout kuit hag egile a oa war dec’h. N’eo ket bet adkavet c’hoazh.

Ar Jeorjian serret a oa bet kaset d’an toull-bac’h. Kondaonet eo bet dija evit aferioù arc’hant hag ul laeroñsi, n’eo ket ur sant anezhañ !

D’ar 24 a viz here, dirak lez-varn galv Roazhon, e c’houlenne ar paotr bezañ lesket da vont da c’hortoz e brosez. Asantet eo bet.

Gant ar spi ne dec’ho ket kuit d’e vro kent tremen dirak ar barner !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : ar muzulman a gase fotoioù eus e fulup d’ur minor

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local, Sociétal, Société

Lannuon : manifestet o deus evit Jeorjianed hag un Tunizian dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Santé, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : klañvdiourien taget e ti ar re sot

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : o vont kuit gant ar c’hef e oa, ur « Marseilhad » serret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Santé, Société

Ar Fentanyl a zo erruet e Breizh (gant Joerjianed !)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Daghestaniz a laere dilhad er stalioù, kondaonet int bet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Ur c’hlasad Ulis hep kelenner e-pad mizioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : daou lojamant feurmet dre vBooking gwastet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, RENNES, Société

Roazhon : Jeorjianed serret goude bezañ taolet bidonioù war ar boliserien

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky