19 vloaz zo : « Zyed ha Bouna »…

19 vloaz zo, daou baotr yaouank, Zyed Benna ha Bouna Traoré, a oa lazhet gant tredan goude bezañ klasket repu en un treuzfurmer eus Clichy-sous-Bois. Ar polis a oa war o lerc’h rak diskred oa warno bezañ klasket laerañ ur funerariom asambles gant kamaladed.

Goude o marv e tarzhas taolioù-dispac’h e pep lec’h e Bro-Frañs. Feuls, kriz, pa oa an emgannioù en o c’hreñvañ en em dolpe gwazed dirak o savadur evit o difenn. Alain Krivine, e penn an NPA nevez savet e 2007, a oa unan anezho, da skouer.

D’ar mare-se e lavaras tud zo : « Biken ken ! »

19 vloaz goude ez a, bemdez, an traoù war-washaat. Emañ ar brezel diabarzh war-nes-taol da darzhañ e Bro-Frañs ha kornog Europa a-bezh. Ha bemdez ez eus muioc’h-muiañ a enbroidi oc’h aloubiñ ar c’hevandir.

Ha padal, abaoe 19 vloaz, ez eus traoù o deus cheñchet :

  • Erruet eo ar wokism eus Amerika,
  • Splannoc’h eo al liammoù etre an tu-kleiz pellañ hag an islamiezh abaoe lazhadeg an 07 a viz here en Israël. Bremañ emañ sklaer an traoù : LFI hag an tu-kleiz pellañ  zo mouezh ar « c’hartchieroù » hag ar vevenn intello Frañs Inter ha n’eo ket mui hini al labourerien hag an dud vunut.
  • An trafikañ dramm a zo deuet da vezañ ur gwir enep-galloud e meur a « gartchier ».

Met ivez :

  • En e greñvañ emañ an RN. Emañ o c’hortoz e eur.
  • Bremañ ez eus ur « c’hloc’had all » e bed ar mediaoù gant CNews, ar JDD, VA, L’Incorrect, Europe 1, FdeSouche ha… Breizh-Info.

Abaoe afer Zyed ha Bouna ez eus bet afer Adama Traoré ha neuze afer « Naël an ael ». Ha bewech ez eus bet taolioù-dispac’h er c’hêrioù. Da vare afer Naël e voe tizhet ar c’hêrioù bras met ivez ar c’hêrioù bihan. Bihanoc’h-bihanañ rak bremañ ez eus « kartchieroù » betek en is-is-prefetioù. Ha bewech e eus bet tud o lavarout « biken ken ! »

N’eus ket mui douetañs bremañ : emañ an traoù o vont da darzhañ. Etre ‘ni » hag « int ». Etre ar « bobl kozh » hag ar « bobl nevez harpet gant ar c’hollabo » Met peur ? Amañ emañ an dalc’h. An dalc’h nemetañ, ‘m eus aon…

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “19 vloaz zo : « Zyed ha Bouna »…”

  1. marc chanterel dit :

    Dommage que les non-bretons soient interdits de lecture……une forme de racisme ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky