Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Brieg : un Aljerian kondaonet evit un dagadenn revel

D’an 22 a viz here e oa barnet un den, ganet en Aljeria e 2003, evit un dagadenn revel en ur bignerez e Sant-Brieg. 16 vloaz e oa ar plac’h taget. Evel just ne oa ket an Aljerian er sal evit e brosez. Pelec’h emañ o chom bremañ ? « Pell eus Breizh ». Ha gwell a se !

Er c’harter Balzac d’an 22 a viz gouere 2021 e kejas ar grennardez ouzh he jahiner. Ne anaveze ket anezhañ kalz. Dont a reas a-benn ar paotr da sachañ anezhi er bignerez ha klask he fitouchal. An dorn dindan an ticheurt ha tout goude bezañ klask silañ e silañ er bragoù. A-benn ar fin e voe savetaet ar plac’hig gant daou zen hag o doa galvet ar bignerez. O leñvañ e oa ar plac’hig hag an Aljerian a arguzennas he doa aon rak chomet bout e oa ar bignerez etre daou estaj. Ar pezh n’en doa ket lavaret e oa eñ en doa stanket ar mekanik !

Ne lavaras grik ar plac’hig pa tistroas d’ar gêr. Mod-se e chomo mut e-pad devezhioù met pa kejas en-dro er c’harter ouzh he jahiner hemañ a gunejennas anezhi ! Re zo re ! Divizout a reas da zisachañ pep tra d’he mamm ha sevel klemm da heul.

Anavezet e oa an Aljerian gant ar justis dija rak tri menneg a oa war e roll lez-varn. Hag eñ ganet e 2003 !

A-hed an enklask eo bet kunujennet ha gourdrouzet ar plac’hig gant ar paotr, gant mignoned ar paotr ha familh ar paotr. Un deiz e voe pellgomzet dezhi gant breur an Aljerian hag a lavaras dezhi : « n’eo ket deuet a-benn ma breur da balforsañ ac’hanout met pa vo dibrizonet e raio da jeu dit » ha traoù all a seurt-se.

An daou dest o doa sikouret ar plac’hig a zo bet gourdrouzet ivez. N’o deus ket kredet testenniañ d’ar prosez ken aon o deus.

A-benn ar fin eo bet kondaonet an Aljerian da zaou vloavezh toull-bac’h. Met ne vo ket kaset d’an Aljeria evit kelo-se. Droad en deus chom e Bro-Frañs ! Evelkent !

Pe’ta ri !…

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg (22) : ur Vec’hikanez, un Tunizian hag ur walladenn (sañset)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur pakistanad lazhet, un den serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : « N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra », an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Immigration, Local

Gwenrann : Dindan OQTF, an Aljerian kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, GUINGAMP, Local, Société

Gwengamp : ar Gwadeloupean a oa un tager revel !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Fuzuilhadeg e bro Felger : daou zen dirak ar barner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ar penn-dramm a sko gant ur vaouez evit laerañ he arc’hant diganti

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky