D’ar meurzh 15 a viz here zo bet kondaonet daou c’hwilh eus Naoned, Samir ha Yassine, evit bezañ klasket kas produioù hag objedoù dre zron d’un den toull-bac’het e prizon Argentan, e Normandi. Hervezo o defe bet tutaet gant un den all evit kas objedoù ha dramm e kreiz an noz d’un trafikour toull-bac’het. Gouez da Samir ne ouie ket petra en doa d’ober a-raok bezañ erruet e-kichen ar prizon zoken !
Hervez al lezenn o defe gellet bezañ kondaonet da 10 vloaz toull-bac’h evit seurt felladenn. Met « kompren a ra » ar justis pegen diaes eo buhez an daou-se. Gant ar « gouennelouriezh sistemek » a zo o ren e Bro-C’hall ouzhpenn-se…
A-benn ar fin int bet kondaonet o-daou da doull-bac’h gant goursez !
Ha perak ket ur vedalenn ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine