Reolennoù rezis a zo evit ar re a fell dezho bosañ ul loened, ha pa vefe muzulmaned pe get. Met e Plounevez-Kintin o doa kavet reoù zo an doare da vosañ deñved evit an hallal hep tremen dre ul lazhti ofisiel ha grataet. E ti-feurm un den a-orin eus Bro-Veljia e oa degouezhet archerien e 2022. Kavout a rejont seizh den, Komorianed ha Malgached, muzulmand an holl anezho, oc’h ober war-dro deñved ha oaned o doa lazhet. Hep ma vefe bet kelaouet ar servij milvezegiezh evel just.
Penaos o doa kavet an ti-feurm-se ? Dre ul lec’hienn internet ma oa bet postet ur c’hemennad berr gant ar Beljiad erruet e Breizh. Un hanter-kant bennak a zeñved hag un dek bennak a zañvadezed a oa en e di-feurm ha dao ! Gwerzhet e vezent da vuzulmaned evit ma teufent da vosañ anezho trankilik. An ostilhoù evit hen ober a veze prestet gant an Beljiad zoken !
D’ar yaou 17 a viz here e oa dirak lez-varn Sant-Brieg. Da zek mizvezh a doull-bac’h gant goursez eo bet kondaonet.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine