E-pad un devezh ez eus bet anv eus Samuel Patty ha Dominique Bernard er mediaoù hag e burevioù an Deskadurezh-Stad. Ha padal, pa oa bev c’hoazh an hini kentañ en doa bet triñchin e-lec’h pour evit bezañ graet e labour a gelenner istor-geo. An Deskadurezh-Stad a zo aet dioutañ ha lesket e oa bet e-unan dirak ar bagad chas o barv hir a oa war e lerc’h. Bremañ eo deuet da vezañ un haroz, un den meur ! Nag a bilbouserezh !
Ha padal, abaoe muntr Samuel Patty, n’eus ket bet cheñchet tra er skolioù, skolajoù pe liseoù. A zeiz da zeiz emañ an Islam o c’hounit tachenn. Ha bremañ eo deuet an « emgontrollerezh » da vezañ ur c’halite micherel evit bezañ ur c’helenner mat ha… bev. Seul nebeutoc’h a drouz seul suroc’h ar red-micher hag… ar vuhez !
Forzh penaos emañ tapet ar gelennerien etre an horzh, ar genn, ar c’hler hag an dour ha n’eo ket etre daou anezho hepken. Da gentañ-holl emañ rustoc’h-rustañ tud ar vugale ouzh ar gelennerien. Kristenion pe get, tud normal pe tud trelatet ne cheñch ket ! N’eus ket ezhomm bezañ o labourat en ur « c’hartchier » bennak evit bezañ iferniet gant ur familh pe ziv… Setu an horzh
Met gant ar re a « binvidik » ac’hanomp ez eus un dra ouzhpenn er soubenn drenk : an diferañsoù sevenadurel hag, evit darn, ar relijion. Setu ar genn
Hag evel just, forzh peseurt tra a c’hoarvezo en ho klas, ne vioc’h ket soutenet e mod ebet gant ar « hierarkiezh », ar c’hontrol zoken. « Tamm trouz ebet » evel boaz. Dirak ar c’hameraioù e vo sonn ar prezegennoù met kerkent hag int kuit e vo « aliet » deoc’h da zaoublegañ dirak ar skoliad dichek pe feuls hag e dud ha da glask « distanañ d’o soubenn ». Setu amañ ar c’hler.
Ha chom a ra an dour. An dour zo ho keneiled hag ho sindikadoù. E Tourcoing, n’eus ket pell zo, pa oa bet skoet ar gelennerez gant ar plac’h vouchet, n’eo ket bet soutenet ar vaouez gant un darn eus he c’heneiled. Er c’hontrol, savet o deus a-du gant ar plac’hig islamour. Breinet eo speredoù reoù zo gant ar « stourm a-enep an gwallziforc’hidigezhioù » ha n’eus ket nemet se a gont evito bremañ.
E-barzh an Deskadurezh-Stad n’eus tamm dazont ebet evit an den a fell dezhañ bezañ ur mestr un tamm « mod kozh », gant un doare da gelenn ma n’eo ket ar mestr ur « mignon » evit e ziskibien. En deskadurezh katolik, n’eo ket gwelloc’h ‘m eus aon ken wok eo deuet da vezañ an iliz a-vremañ.
Chom a ra ar skolioù prevez digontrad, ar gwir skolioù dieub. Hag aze ez eus labour…
Mod-all evit an danvez hag an nevez-kelennerien ez eus ur choaz : cheñch micher. Re a ziforc’h a zo etre ar pezh a soñj an dud diwar-benn ar micher a gelenner hag ar wirionez. Un toull-strap eo deuet da vezañ ar micher kelenner, n’eo ket mui ur « micher nobl » evel gwechall ha ma n’eus ket mui kement ha dud o lakaat o anv evit ar genstrivadeg n’eo ket un taol degouezh eo.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine