Ijinet zo bet gant un dornad izili eus « Kuzul Rannvro ar re Yaouank« , un « organ aliañ ha kinnig » eus ar Rannvro hag a labour war ar sujedoù choazet gantañ », ur seurt c’hoari stroll nevez : Sexpérience.
Evel just, dre m’emeur e 2024, eo bet choazet gant un dek bennak a liseidi da labourat war ar… jener !
Gant ar c’hoarierien e vez pleustret war 6 tem : durc’hadurioù revel (ha c’hwi zo par pe parez ?), « identelezhioù jener », kleñvedoù tapet dre zarempredoù rev, gwirioù strujañ, feulster ha gwall-ziforc’hañ, buhez ar galon hag an darempredoù.
E-touez ar goulennoù a gaver er c’hoari-se : peseurt diforc’h a zo etre « divrevel » (biseksuel) ha « hollrevel » (panseksuel) ? Sikouret eo bet ar re yaouank gant ar Planning Familial evit sevel ar « goulennoù mat ».
Amprouet eo bet ar c’hoari-mañ en un nebeut liseoù eus Breizh dija, evel e-barzh hemañ eus Kemper.
Crédit photo : Kuzul rannvro Breizh
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Breizh : « Sexpérience », ur « c’hoari » evit kompren e « jener » gant al liseidi”
Ar galon, ar goulennoù. Kontant on da adlenn ho pennadoù ma karit. [email protected]