Ur « strollad speredel » hag a zo e sez e Montreal er C’hebek eo Nzila Kumuntu. Ur strollad afrikan kevrinek-tre eo. Diaes eo da dreiñ e brezhoneg e skrivachoù : « hent real an Hengoun hag a zigor dorioù an hollved dreist-zeskoni eus ar C’himuntu eo hent dihun an dreist-askre (Nzila Kimuntu) » ha pemp ha pevar ha pemp ha pevar…
Hag ur sektenn eo ? Diaes da lavarout, un enklask a zo bet kaset da benn gant ar gazetenn ar « C’hourrier » eus Lozaog. Skrivet eo e-barzh e vefe ar Miviludes war o lerc’h. Hag hervez ar sizhuniek ez eus bet savet ur chadenn Youtube gant eks-heulierien dipitet hag a zo bet er strollad a-raok e guitaat.
Ur strollad relijiel afrikan eo ar strollad-mañ.
E miz here ha miz du e vo aozet ur c’hamp e Mur, e bro Lozaog, gant Nzila Kumuntu. N’eo ket souezhus rak muioc’h-mui a Afrikaniz a-orin a zo o chom e Kreiz-Breizh, degaset gant patroned an agroboued ha soutenet gant ar gaochisted. Ur « retraite Kinkonko » zo bet anvet ar sizhunvezh-mañ.
Hervez ar C’hourrier, en em staliañ a raio ar strollad er kêriadenn vakañsoù Mileade e Landroannec e-pad 8 devezh etre ar 26 a viz here hag an 2 a du.
War ar bajenn Facebook n’haller ket gouzout hiroc’h rak torret eo bet al liammoù evit ar re a felle dezho lakaat o anv er staj-mañ.
Crédit photo : tapadenn skramm skol Kimuntu
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine