Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Brieg (22) : ur Vec’hikanez, un Tunizian hag ur walladenn (sañset)

Bremañ e Breizh ez eus Mec’hikanezed, Tunizianed hag, a-wechoù, e lonkont asambles !

Setu ar pezh a c’hoarvezas d’ar c’hentañ a viz mae 2023 : ur plac’h dimezet eus Sant-Brieg, ur Vec’hikanez, a oa aet kuit eus he ranndi evit prenañ boeson. En hent e kejas ouzh un den, un Tunizian, hag e kinnigas dezhañ da lakaat ‘barzh asambles, ar pezh a rejont hardizh.

Goude an everezh e voe pellgomzet d’ur mignon eus an Tunizian evit ma vefe degaset an daou bichon d’ar gêr. Met, war an hent, e chomas a-sav ar mignon hag e leuskas an div staoliadenn e kreiz ur c’hoad. Hag aze n’eo ket akord an daou war ar pezh a c’hoarvezas goude. Gouez d’ar plac’h e oa bet « gwallaet », ar pezh a nac’h an Tunizian. Hervezañ e oa kontant ar plac’h da gaout joa gantañ. Laezh-bouc’h an eil a zo bet kavet war hag e-barzh eben, bepred !

Ur penn boeson eo an Tunizian. Hervez e vignonez (kar a-goublad e oa pa c’hoarvezas an traoù) e oa « douget d’ar c’hoari koukoug » pa oa mezv. Met peuzgoude e klevas ar boliserien an dislavar : er c’hontrol, hervezi, e oa kentoc’h fleb e lost pa oa boeson gantañ !

Eus tu ar Vec’hikanez n’eo ket gwelloc’h an traoù : hervezi eo bet gwallaet pa oa yaouank e Bro-Vec’hiko ha bremañ eo « traomatekaet ». Se zo kaoz ez a da weladenniñ ti ar re sod p’he deus ezhomm. Mui ar boeson…

A-benn ar fin e voe dalc’het an Tunizian en toull-bac’h, aon na kuitfe Bro-C’hall evit mont d’e vro. Goulennet en doa da vezañ lesket da vont hag e oa bet aotret da zistreiñ da Vénissieux, e-kichen Lyon, gant lez-varn Sant-Brieg. Mont graet en doa galv ar jujeri ha graet en doa mat kar, d’an 3 a viz here, eo bet divizet gant lez-varn galv da leskel anezhañ en disheol da c’hortoz e brosez.

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Dinan : ur penn dramm dirak al lez-varn evit an 23vet gwech

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur pakistanad lazhet, un den serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm

Découvrir l'article

A La Une, E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kemper : an Italian a oa… un Tunizian dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ar penn-dramm a sko gant ur vaouez evit laerañ he arc’hant diganti

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur skolaerez skoet ha skandalet gant ur vamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : un den kountellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Ar mafia jeorjian a zo tremenet e Langaeg (22)…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kemper : un Tunizian a glask laerañ ur skouter

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky