E-keit ma vez sikouret ar repuidi da dreuziñ ar vevenn etre ar « su » hag an « norzh » gant an abertzale ez eus bet kondaonet daou zen a-orin eus Kameroun gant lez-varn Baiona evit bezañ gwallaet ur vaouez e-kerz Gouelioù Baiona e 2022.
Arno Kuingwa Nouguep ha Carradine Kuela, 21 vloaz ha 29 vloaz, o doa pedet o renerez da bakañ ur banne e-kerz Gouelioù Baiona. En ur fast food eus Anglet e laboure an tri c’homper. Piket e oa bet ar vaouez en he 28 vloaz gant ar bedadenn hag asantet he doa. Met er ranndi e voe bet graet he jeu dezhi war ar gwele gant an daou c’hwilh.
D’an 3 a viz here eo bet kondaonet an daou baotr da 8 vloaz toull-bac’h gant lez-varn Baiona.
Met ne viro ket ouzh an abertzale eus an tu-kleiz da sikour ar repuidi d’ober annez e Bro-Euskadi ! Nac’hañ ar wirionez, nac’hañ ar pezh a welont e anv ar « moral » atav ‘giz atav…
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine