Alençon (Normandi) : un den taget gant un estrañjour o chom en Il-ha-Gwilun

Aon en deus bet ar paotr eus Normandi : en un toull-noz eus Alençon e oa, d’an 29 a viz gwengolo, peogwir e oa e zeiz-ha-bloaz. Goude ur frapadig o tañsal trankilik e fellas dezhañ mont kuit met ne gavas ket e alc’hwezioù diouzhtu. Un den all, en estrañjour yaouank arruet e Frañs tri bloaz zo, a zegouezhas, boeson gantañ, hag e krogas da glask laou ouzh an Norman rak eñ zo ur seurt den a gaout ur gwall voeson.

Skeiñ a reas an estrañjour gant an Norman. Hag e klaskas laerañ e bellgomzer kement hag ober. Nac’hañ a reas an Norman ha taolioù adarre ! Betek goudrouz anezhañ gant ur gontell. A-benn ar fin e tegouezhas ar boliserien met ne baouezas ket an estrañjour da c’hourdrouz e reuzied. « E yan da gontellañ ac’hanoc’h ! E yan da doullañ da lêr ! » a huche dirak ar boliserien.

Da 15 vloaz eo arruet e Frañs ar c’hwilh-mañ. En Il-ha-Gwilun e oa o chom.

Kondaonet da c’hwec’h mizvezh a doullbac’h e vo skarzhet eus Bro-C’hall e-pad tri bloaz.

Ma n’eo ket sikouret ha moumounet gant ur gevredigezh bennak a-raok bezañ lakaet er c’harr-nij, evel just !

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky