E Machikoul, betek bremañ, e veze kavet pep tra gant ar pennoù dramm : eksta, kokain, kanab, … arabat mont da Naoned, ur c’houplad eus ur savadur a oa digor noz-deiz evit gwerzhañ poezon ! E penn-kentañ ar bloaz-mañ e oa bet lañset an trafik, hervez an amezeien. Ha niverus ar pratikoù !
E-barzh ranndi ar vaouez a 32 vloaz e kavas ar boliserien tout an danvez hag an ostilhoù evit pouezañ ar poezon. Mui un arm, e kenkas… Houmañ a zo diskred warni bezañ bet ur « vagourez » hag a laboure evit ur paotr hag a werzhe an drogach e-harz ar savadur.
D’ar merc’her 25 a viz gwengolo int bet prezantet da lez-varn Naoned ha lakaet dindan evezh barnerezhel (ha koulskoude e oa bet goulennet gant ar prokulerezh e vefe kaset d’an toull-bac’h !). D’ar 6 a viz du e vo barnet ar paotr.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine