D’ar 4 a viz even 2024 e voe tapet ur c’horfad spont gant un implijiad eus ar preti Chiken Street, plasenn ar C’hoariva e La Roche-sur-Yon e Vañde.
An deiz-mañ e voe klasket gant ur plac’h kavout bod er preti-mañ kar e oa ur Somalian o redek war he lerc’h hag o klask he « fakañ ». Met ne felle ket dezhi mont gantañ ! Pounner e oa ar paotr ken ne felle ket dezhañ diskregiñ ganti. A-benn ar fin e voe savetaet gant ur plac’h eus ar preti hag a bellgomzas d’ar boliserien.
E-keit-se e klaskas ur paotr eus ar preti, un implijiad, derc’hel ar Somalian evit reiñ anezhañ d’ar boliserien. Kar e oa o klask skampañ kuit. Pezh a feukas ar Somalian anat deoc’h : ha dao partiet an traoù etrezo. Gourdouziñ a reas ar Somalian da « lazhañ ar paotr » ha da « drec’hiñ e benn ». War a seblant e oa un troet-biñsoù gant ar Somalian hag a voe tennet eus e godell gantañ.
Kaset dirak lez-varn La Roche e miz gwengolo eo bet kondaonet da… dri mizvezh toull-bac’h gant goursez !
Hag, evel just, ne vo ket skarzhet eus Bro-Frañs. Ur « binvidigezh » eo evidomp…
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine