Tomm e oa bet an traoù d’an 11 a viz ebrel 2024 e Hezin-ar-Mengleuzioù (Bro-Vaez -44). Ar maer, Bruno Debray, en doa kejet ouzh un den yaouank, un termaji, er bourk. Rebechet en doa dezhañ e veze atav e (bikol) ki o kantren er bourk. Boeson a oa gant ar paotr yaouank ha stegn an traoù etre e familh hag ar maer dija. Ha dao, partiet an traoù : « Je vais te faire la peau », « mange tes morts », « je te chie dans la bouche » hag all a huchas ar paotr d’ar maer. Ur gwir denjentil ! Sevel a reas Bruno Debray klemm.
Dirak lez-varn Naoned d’an 10 a viz gwengolo e anzavas tout-se ha pa ne anzavas ket bezañ goudrouzet ar maer da varv.
Da deir sizhunvezh a labour a dalvoudegezh hollek eo bet kondaonet an termaji yaouank, mui ur sammad arc’hant da baeañ.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine