Nep piv bennak a dreuz an Dalle Kennedy e Villejean e Roazhon e kreiz an deiz a zo sebezet o welet an dud o chom enni. Istrogelled eus broioù pell, merc’hed mouchet, klaskerien bara hanter-drammet, ur gwir « porzh ar burzudoù ». D’an noz eo gwasoc’h : an dud o chom tro-dro d’an Dalle a gomz eus huchadennoù ar re a vez skoet, laeret, lazhet a-wechoù. Met dreist-holl n’eur ket ar santimant da vezañ e Breizh. Na war an Dalle, na tro-dro. Un astenn eus an Trede-Bed eo, traken.
D’al lun 23 a viz gwengolo, tro 2e GM, e tarzhas un emgannadeg etre meur a zen war an dalle. Kontelet zo bet un den ha gloazet un den hag ur vaouez. Normal ! Mod-se ‘mañ an traoù war an Dalle ! Bemdez pe dost e c’hoarvez seurt afer.
E Maurepas, ur c’harter egzotek all eus Roazhon, ur fuzuilhadeg a darzhas d’al lun 23 ivez. Tennoù war ar mogerioù, an dorioù, ar prenestroù. N’eo ket bet gloazet den ebet ar wech-mañ. Un afer dramm eo, evel boas ? Ne oar ket ar boliserien c’hoazh…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine