D’ar mintin 5 a viz kerzu 2023 e voe sebezet tud Sant-Andrev-an-Doureier o gwelet e oa bet graet un toull bras e moger burev-butun ar gumun evit laerañ sigaretennoù. Kement ha 10 450€ a oa aet gant al laeron an noz-se.
Siwazh dezho, un ADN a oa bet kavet war al lec’h. Hag e-barzh fichennaouegoù ar polis e oa an ADN-mañ : un Aljerian gant 13 menneg war e roll lez-varn. Ur pratik mat !
Pa tegouezhas an archerien d’e ranndi en Dervallières e Naoned e skampas kuit dre lammat dre ar prenestr ! A-raok e oa diskred warnañ. Diwar neuze e vo gouest diouzh e dorfed !
D’an 3 a viz gwengolo e voe gwelet e kreiz kêr Naoned gant poliserien war e lec’h. Ha sachañ e skasoù adarre met serret e voe goude ur galoupadeg.
Dirak ar barner ne anzavas netra. « Biskoazh n’eo ket bet e Saint-Andrev » zoken ! E ADN ? Ur c’homplot a-eneptañ gant tud an Dervallières moarvat. Ne voe ket kendrec’het ar varnerien gant e gontoù.
18 mizvezh toull-bac’h e fin an abadenn ! Met nebaon tudoù chom a raio e Breizh. Ezhomm hon eus eus seurt « ijinerien », keta ?
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine