Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Kastell-Briant (44) : ur paotr yaouank kondaonet evit bezañ kontellet ur paotr yaouank all

Da vare foar Bere e c’hoarvezhas an traoù daou vloaz zo : ur paotr yaouank a 22 vloaz en doa droc’het gorzailhenn ur paotr yaouank all. Ha perak ? Evit un afer a « sell rous » c’hoarvezhet un tamm a-raok.

War parkva ar McDo e oa tud an afer-mañ d’an 10 a viz gwengolo 2022. Ar paotr kontellet en doa toket ouzh prenestr karr-tan paotr-e-gontell. C’hoant en doa komz gantañ evit ur « sell a-dreuz » bet graet outañ div sizhun a-raok. Ha partiet ar jeu etrezo ! Ur gontell a oa gant paotr ar c’harr-tan hag e skoas ouzh e enebour. Ur gleizenn a 25cm en deus bremañ war e c’horzailhenn evelkent !

Ha pa klaskas tec’hout kuit e strebotas hag e pakas un eil taol kontell hag eñ astennet war al leur.

Goude-se e tistroas paotr-e-gontell d’ar gêr gant mignoned dezhañ « pennoù drammoù anezho » hervezañ, evit ober un « debrief ».

Met nebaon tudoù, paotr-e-gontell a zo « peoc’hour » hervezañ. Fin, setu ar pezh a lavar dirak al lez-varn atav.  Padal, hemañ hag e vignoned o oa « dindan boeson » an deiz-mañ hervez un test hag a oa er McDo.

A-benn ar fin eo bet kondaonet paotr-e-gontell da 18 mizvezh toull-bac’h gant goursez. Muioc’h eget ar pezh en doa goulennet ar prokulor.

Met kalz nebeutoc’h eget ar pezh en defe roet ur juri ar bobl bennak, ‘m eus aon.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Châteaubriant, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Liger-Atlantel : ur barrad a diez ha kamionoù laeret an dibenn-sizhun-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

E kreiz Sant-Nazer, ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks-vignonez, homañ zo kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den « gwazh eus komzoù gouennelour » kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Hezin-ar-Mengleuzioù/Sion (44) : Tagadenn kontell e kumuniezh an dermajied

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

E Kastell-Briant, ur familh a-bezh war he c’hemend-all

Découvrir l'article

Châteaubriant, Santé, Société

Kastell-Briant (44) : ha serret e vo an Trummadoù an hañv-mañ ?

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Kastell-Briant (44) : « pilgos an archerien » en toull-bac’h !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

E Kastell-briant (44) n’eo ket bet kemeret an dilhad eildorn evit an Turki !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Kastell-Briant : 12 kamera straed ouzhpenn !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky