Brav e oa an istor koulskoude : ar Seine Saint-Denis, departamant paourañ Bro-Frañs, a oa bet dibabet evit reiñ degemer d’ar C’hoarioù Olimpek ! Hag estreget ar c’henstrivadegoù a oa sañset bezañ aozet en departamant, melestradur ar C’hoarioù en doa graet e annez eno ivez.
Allas ! Gwelet e oa bet en a-raok met ne oa ket bet mediatizaet kement-se : goude bezañ bet lojet en ur savadur eus ar straed Proudon etre Saint-Denis hag Aubervilliers e-pad 3 vloaz, ar C’hojo (ar strollad aozañ) a cheñcho lec’h digwener a zeu. Kavet zo bet dezhañ ur sez nevez en XVIIIve arondisamant eus Paris, hini ar Buttes Montmartre.
Evel just e oa re vras ar savadur kozh ma labouras ennañ betek 4500 den e kreiz ar C’hoarioù met n’eo ket bet dibabet da genderc’hel gant an « expérience Seine Saint-Denis » gant ar Poellgor rak savadurioù all kalz bihanoc’h a oa en departamant evit ar re a labour bremañ war an divontaj.
Ha perak ‘ta ? N’eo ket plijus ar 93 ? N’eo ket « pinvidikaus » evit paotred ha merc’hed ar melestradur olimpek ?
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine