Karter ar Bouletterie a zo e kreiz an afer-mañ. Ar Bouletterie, ur c’harter « poblek » sañset deuet da vezañ un « enklozadenn ». Peseurt enklozadenn ? Oc’h « enklazañ » peseurt seurt poblañs ? Deoc’h d’ober ho soñj, lennerien kaer…
D’an 12 a viz eost 2023 en doa tarzhet un embiladeg en un toull-noz eus Gwenrann. Unan eus ar re o doa kemeret perzh enni a oa be skrapet o tont er-maez eus ar « voest » gant pevar c’hwilh. Er c’harr-tan e oa bet skoet gantañ. Ha gwasoc’h c’hoazh en ur ranndi eus karter ar Bouletterie ma oa bet kaset da c’houde. Noazh e oa bet lakaet ha merzheriet.
Met n’eo ket en toull-nozh e oa bet savet an diemglev etre ar paotr jahinet hag e skraperien, kalz kosoc’h e oa an traoù. Ur fuzuilhadeg a oa bet kentrezo bloavezhioù a-raok dija.
A-benn ar fin e oa bet kavet ar paotr skrapet war ur c’hroasent-tro eus Sant-Nazer, nepell eus an ospital. Fall e jeu met bev c’hoazh !
Dre forzh selaou pellgomzadennoù hailhoned eus Sant-Nazer e kavas ar boliserien penn an neudenn. Ha lañset un « diskenn » evit lakaat an dorn war un den diskred warnañ da vezañ kemeret perzh e afer Gwenrann. Pa oa degouezhet ar polis e kreiz miz eost eus ar bloaz-mañ en doa torret ar susped dor un amezeg ha kuzhet dindan e wele ! Met kavet e oa bet memestra.
Dan 30 a viz eost, hep an disterañ mezh gantañ, e c’houlennas bezañ leusket da vont gant lez-varn Sant-Nazer !
Eüruzamant ne plegas ket ar varnerien hag e chomo en toull-bac’h rak aon o deus e « skampfe kuit » an den kerkent ha dibrizonet. En ur vro all en tu-all d’ar mor kreizdouarel da skouer ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine