Roazhon : redadeg-oto etre an hent-tro hag ar Blosne, un den diskred warnañ serret

Un nebeut devezhioù goude afer Mougins ma nac’has ur C’hapverdian sujañ d’un archer, archer a vo lazhet gantañ a-benn ar fin, en dije gellet treiñ da fall ar memes seurt afer e Roazhon : D’an 29 a viz eost e voe kelaouet skipailhoù poliserien Roazhon e oa bet diheiaet ur walc’herezh kirri e Gwern, ur gumun eus Bro-Roazhon. Ha klask ‘oa war un den diskred warnañ.

Goude bezañ laeret ha diheiaet ar walc’herezh e oa an den o plantañ tizh war an hent war-du Roazhon. Just a-raok Roazhon e klaskas ar BAC lakaat an dorn warnañ met e nac’has ar paotr sujañ. Diouzhtu-dak en em lakaat ar reas ar boliserien war e lerc’h. D’ar Blosne en doa c’hoant mont an torfedour,pezh a ro keloù war e « brofil »… Er Blosne justawalc’h e oa ur strollad poliserien-all o c’hortoz ar paotr a-dreñv ur stop-stick a-dreuz an hent. Met n’eo ket evit kelo-se e chomas a-sav paotr e garr-tan. Fardiñ a reas war ar boliserien ha tremen a reas e-biou ar stop-stick ! Ur poliser en deus bet tomm d’e lêr kar en defe gellet bezañ flastret gant ar chofar.

Kendalc’h a reas an torfedour gant e hent betek straed Anjev. Met gwelet a reas buan e oa war e dalaroù. Leskel a reas ar c’harr-tan war an hent ha skampañ kuit. En aner, paket e voe gant ur poliser un tamm pelloc’h.

Burzhud eo n’eus ket bet lazhet den ebet an deiz-mañ !

Photo d’illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, RENNES, Société

Muntr Wilhem Houssin e Roazhon : unan eus ar re gondaonet a fell dezhañ bezañ dibrizonet dija

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Religion, RENNES, Société

Roazhon : ur raktres a voskeen a-enep an endro er Gayeulles !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky