Aaaah, ar re « ziplomet e matematikoù », « danvez-ijinourien an nukleel » a erru bep sizhun en Europa eus broioù hag a zo bet sot a-walc’h evit leskel anezho da vont kuit.
Er Baol ez eus bet unan a seurt-se paket gant ur c’hoñverstand goude bezañ laeret dilhad e foar ar gumun. « Boser e Naoned » e vefe bet hemañ ivez goude bezañ erruet e Breizh. D’ar 24 a viz eost e oa ar « pepit-mañ » o kantren e foar ar Baol. Bali Lattre de Tassigny e krogas e zevezh o laerañ ur pakad Tik Tak. Ne oa ket kalz traoù. Met pelloc’h en « Atelier du Sport » e voe tapet gant ar patron o klask laerañ aferioù. Ha krogadeg da heul etrezo ken e tleas un impliad sikour gant e batron.
Kaset dirak al lez-varn daou zevezh war-lerc’h e c’houlennas ar matematikour un dale evit prientiñ e zoser. Ha da c’hortoz an 13 a viz gwengolo eo bet… lesket da vont gant ar barner !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Ar Baol : un « diplomet e matematikoù » paket goude bezañ laeret”
… Rien de tel que les travaux pratique afin d’agrémenter son mémoire universitaire afin de valider le sujet prescrit , qui avec le temps pourra servir de jurisprudence aux analystes de l’intégration en marche forcée . Ah ces Bretons , on ne peut pas dire qu’ils manquent d’humour !